Philippe de Vitry

Pajenn eus Ars nova musicae gant Philippe de Vitry.
Aman novi/Heu Fortuna/Heu me, tristis est anima mea gant Philippe de Vitry, en dornskrid F-Pnm Français 146, un adstumm eus ar Roman de Fauvel

Philippe de Vitry, ganet e Pariz d'an 31 a viz Here 1291 ha marvet d'an 9 a viz Even 1361, e Pariz ivez, a oa ur sonaozour, un damkanour eus ar sonerezh hag ur barzh gall en deus krouet oberennoù e stumm sonerezh ar Grennamzer anvet ars nova. Savet en deus teoriennoù war ar sonerezh ha savet en deus barzhonegoù e-leizh. Sevenet kenañ e oa, nevezadenniñ a rae hag ur gwir levezon en doa war sonaozourien an amzer-hont.

Anavezet e oa evel ur soner eus ar c'hentañ renk en e amzer, evel m'en diskouez komzoù Petrarca a rae anezhañ : "... ar c'hlasker aketusañ ha birvidikañ eus ar wirionez, ur prederour ken bras eus hon oadvezh"[1]. Ar skrid sonerezh a-bouez Ars nova notandi (1322) a vez lakaet war e gont.

Soñjal a reer ez eus deuet nebeut a dra eus oberennoù Vitry. Daoust ma skrivas sonerezh disakr, ne chom nemet oberennoù relijiel ganeomp[2].

  1. Sanders, Vol. 20 p. 22
  2. Wilkins, 2001

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search